Edouarzh ar C'hofesour

Gallout a reer lenn "EDWARD(US) REX". Edouarzh ar C'hofesour kurunet, deroù Pallenn-moger Bayeux

Edouarzh ar C'hofesour, Edward the Confessor e saozneg, (war-dro 1004 - 1066), a voe roue Bro-Saoz war-lerc'h Knut III, hag an eil roue diwezhañ a lignez sakson, a-raok aloubadeg Gwilherm an Alouber e 1066 en emgann Hastings.

Mab e oa da Ethelred II. Deol e oa ken e oa, ha biskoazh n'en dije kousket gant e wreg, Edith a Wessex. Anvet e voe da sant en 1161. Ken santel e oa an den, a lavarer, ma ne oa ket breinet e gorf 36 vloaz goude e varv, pa voe digoret e vez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search